Kaddich


Kaddich (arameeg : קדיש santel) zo ur c'han-lid da veuliñ Doue a zibuner alies e-pad al lidoù pediñ yuzev. E-kreizig-kreiz ar c'haddich emañ meuliñ ha santelaat anv Doue. Kaddichoù disheñvel a zibuner pe a ganer da verkañ ar cheñchamant etre lodennoù disheñvel al lid.

Alies mat e reer gant kaddich d'ober anv eus kaddich an hini e kañv a ganer e-pad al lidoù-kañv er Yuzevegezh hag e-pad an obidoù (pa ne vezer ket war lec'h an douarañ) e-pad 11 miz hebraek goude marv ar c'har, hag e-pad 30 devezh goude marv ar pried, ar bugel pe ar breur pe ar c'hoar e kumuniezhioù zo. Pa ra ur Yuzev anv eus "lavaret ar C'haddich" ez eus kaoz eus lidoù ar c'hañv, hep mar ebet. Dibuniñ a reer ar C'haddich e-pad ar c'hañv da ziskouez e veuler Doue daoust d'ar c'holl.

Gant Chema Yisrael eo ar C'haddich unan eus pedennoù pennañ ar Yuzevegezh. Ne zibuner ket ar bedenn-se en e unan avat, ma heulier an hengoun. He dibuniñ a reer asambles gant ur minyan (un niver-ret) a 10 yuzev.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search